Brezhoneg | Yezhoù Europa | yezhoù keltiek | Yezhoù Frañs | Pennadoù da neptuekaat | yezhoù ar bed
Ur yezh keltiek a orin eus an inizi hag eus skourr ar yezhoù predenek eo ar brezhoneg. A-gozh e vez komzet ha skrivet e Breizh. Tamm-ha-tamm eo bet strishaet e implij da Vreizh-Izel (er c'hornôg d'ul linenn hag a ya dre vras hiziv an deiz eus Plouha da Wened). Ganet eo diwar ur gumuniezh yezhel a oa etre Enez Vreizh (Breizh-Veur) ha Breizh Vihan (Arvorig) (e-tro dibenn an ).
N'he deus ket ar vonarkiezh graet netra a-enep d'ar yezhoù disheñvel eus ar galleg met adal an Dispac'h gall eo bet cheñchet an traoù. Kroget ez eus bet da zeskiñ galleg d'an holl dud ha da waskañ war un dro an holl yezhoù all a veze graet patois anezho en un doare dismegañsus. E Breizh peurgetket, a-drugarez ha zoareoù kriz da lakaat mezh war bugale er skolioù Stad pe gatolik. Dalc'het e voe d'ar politikerezh-se da lazhañ ar brezhoneg betek ar bloavezhioù 1960, da lavaret eo betek ar mare ma voe echuet well-wazh gant ar skolioù da zegemer bugale dic'hallek desavet e brezhoneg gant o zud.
More on [ Brezhoneg ]
Breton :: Celtic
Breton :: Langues

| celtic languages | |
| Next Video | |